Didoueziadur ar greunit
23 11 2012Ar greunit a zo ur roc’h a vez kavet kalzig e Breizh.
Implijet eo bet kalz en amzer gwechall gant an dud evit sevel o ziez. An deiz ha hiziv e vez kendalc’het da’e implijout, met deuet eo da vezañ un danvez cheuc’h kaer a-walc’h.
Kenstag ha dizouriñ eo ar greunit pa ‘z eo yac’h. Kavet e vez greunit yac’h er maen-gleuzioù, din dan an douar hag ar plant. Greunit kozh (pe didoueziet) a c’heller kavout a-us ha tro-dro d’ar greunit yac’h -se. Ar greunit kozh a zo spluius ha bruzunus. N’eo ket danvez a galite evit sevel tiez padal e vez pe eo bet implijet memestra evit sevel tiez.
Penaos eo deuet ar greunit yac’h da vezañ kozh (didoueziet)?
Dour ar glav , an hini eo en em silet eo bet etre ar bloc’hadoù reier dre ar frailhoù. Goude kalz amzer eo deuet da vezañ bruzunusoc’h bruzunusañ ar greunit. Tammoù zo kouezhet en traoñ da stumman traezh-douar.
Lavaret e vez ez eus bet un didoueziadur eus ar greunit pa vez tremenet eus ur roc’h kenstag (solud) d’ur roc’h bruzunus pe dibrad.
svdjakezriou
Catégories : 5ved Geologiezh