Home » Istoer-Geografiezh 3vet

Category Archives: Istoer-Geografiezh 3vet

Lodenn II: ar bed abaoe 1945 Tem 2: an didrevadenniñ

Kompren penaos e oa daet a-benn Stadoù da gaout ha da zerc’hel o dizalc’hiezh

Lodenn II tem 2 an didrevadenniñ

A.An didrevadenniñ en Aljeria:

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=L4XQ0XGybO4[/youtube]

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=iiYeH6_gxI8[/youtube]

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=ZSBWMV_ibHc[/youtube]

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=h2tavlzwq08[/youtube]

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=9SaUzs7zbUM[/youtube]

B. An Indez Vreizhveuriat:

* pinvidigezh ha paourentez en Indez Vreizhveuriat:

inde britannique capture

*Indez get Gandhi: an difeulster, an disentidigezh keodedel èl benveg politikel:

 

Lodenn 2: Aoziñ ha kempenn an tiriad : perak ha penaos?

Podkastoù:

Tem 1: stourmiñ doc’h an dizingalderioù

Al LINENN TIZH BRAS BREIZH-BROIOÙ AL LIGER

Ligne Grande Vitesse Bretagne-Pays de Loire

LTB: linenn tizh bras Breizh-Broioù al Liger, par valeri56000

Tem 2 : an tiriadoù tramor gall hag o ziaesterioù

Hent an arvor e La Reunion, par valeri56000

Lodenn II: ar bed àr-lerc’h 1945 Tem 2: ar Brezel yen

Tem 1: Ar Brezel Yen: 1947-1991

Prantad a oa tenn-kenañ an darempredoù etre ar Stadoù-Unanet hag URSS, a 1947 da 1991, met hep na vehe emgannoù àr-eeun etreze.

A. Ar brezel yen 1945-1962:

palioù

B. Berlin e-kreiz ar c’heñvererezhioù Kornôg-Reter:

*Blokus Berlin 1948-1949:

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=GTpyx-PafCA[/youtube]

*1961 : Moger  Berlin

E-pad an noziad 12-13 aviz Eost  1961 e voe savet get ar pennadurezhioù  RDA,a-benn harzel ar Verliniz da derc’hel kuit er  C’hornôg, ur voger 155 km hirder getañ, evit kelc’hiñ Berlin-Kornôgel. Kelc’hiñ a reas ar polis RDA(ar VoPos) da gentañ Berlin Kornôgel get horjalennoù-pik hag àr-lerc’h e voe kaset masonerien a RDA a-bezh evit sevel ar voger. Tamm-ha-tamm e voe savet da vat ar voger.

https://www.youtube.com/watch?v=d3Q098CXdmM

Etre 1961 ha 1989, e varvas ur c’hantvedad a Alamaned a Reter é klask mont dreist d’ ar voger.E 1962,e oa toullet ur riboul a-benn aesaat tec’hadenn an dud.

Moger Berlin e 3d:

*Prezegenn Prezidant SUA, Kennedy, e Berlin d’an 26/06/1963 « Ich bin ein Berliner »

*11 a viz Du 1989: « The fall of the Berlin Wall, 9th November 1989 »

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=Awsn9sNKUxs[/youtube]

*Diell-film àr  moger Berlin, 20 vlezad, 1989-2009:

*dispenn ar Voger Berlin: keleier gall da vare ar  Journal  Antenne 2 (journal da 8eur noz),d’an  10 a viz Kalañ-Gouañv  1989 a gont an darvoud istorel-mañ:

C.An Distenn 1962-1975

Setu ar gentel get dielloù da zielfenniñ get 2 ziell-film àr enkadenn Kuba ha Nevez-hañv Praha.

An enkadenn e KUBA:

Nevez-hañv Praha e Tchekoslovakia e 1968 get an adreizhour Alexander Dubcek :

Klikit amañ:       distenn

D. Ar brezel gouyen(1975-1985) ha difloskadur ar blok soviedel er blezadoù 1990.

Klikit amañ: brezel gouryen

-Diell-film àr l. Walesa:

Fichenn adwelet:L2 geopolitikerezh bedel abaoe 1945 ar brezel yen 3

 

Lodenn 1: Tem 3. Ur Frañs, trec’het ha dalc’het. Renad Vichy, kenlabourerezh ha Resistañs

Tem : Republik Frañs é vonet d’an traoñ
1. Ar gentel:

2. Prezegenn Petain d’ar 17 a viz Even 1940:

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=s87CKB5E3SQ[/youtube]

3. Galv De Gaulle d’an 18 a viz Even 1940:

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=xR3o13i0sd0[/youtube]

4. An Dispac’h broadel: programm ar renad Vichy 1940-1944

dielfenniñ ar skritell Dipsac’h broadel le webpeda

An Dispac’h broadel film – ORIN

Dielfennerezh ar skritell:

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=SG700r-ks8A[/youtube]

5.Plas talvoudus d’ar familh ha kaniñ gloar d’ar familhoù niverus:gouel ar mammoù lidet edan ar renad Vichy:

[dailymotion]https://www.dailymotion.com/video/xrj7tm[/dailymotion]

5.Ar Rezistañs hag an dieubidigezh:

Ar strouezheg e Sant-Marcel er Mor-bihan:

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=yt8wLK-biUs[/youtube]

Strouezheg Plijidi:

Istor an arzoù àr « le Chant des partisans« : ar Resistañs

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=GO8bui70-M0[/youtube]

Ar skarzhadeg( ar puriñ):

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=flHnlTLgx_8[/youtube]

Lodenn I – Europa an euzh, brezelioù ha lazhadegoù (1914 –1945)

Tem 1: Soudarded ha siviled er C’hentañ Brezel-bed: àr-zu ar brezel hollek

1. Prantadoù pennañ ar brezel:

fichenn skolajiad

prantadoù pennañ ar Brezel Bras

Ur SERIOUS GAME : deskriviñ buhez ar soudarded en trañcheoù

Goulennoù

G1 : Peseurt abeg a ro an dudenn bennañ evit bout a youl vat a-benn mont da vrezeliñ ?

G2 : Pa n’eus argadenn ebet, petra a rae ar soudarded ?
G3 : Petra ‘dalv « raid en trañcheoù » ha petra oa profet d’ar soudarded a-benn boutiñ anezhe da gemer perzh ?
G4 : Perak e rank kaout kalonekaet ar soudarded ?
G5 : Penaos e oa deskrivet ar soudarded alaman en istoer ?
G6: Peseurt teknikoù’oa implijet evit tostaat doc’h al linennoù alaman ha mont e-barzh pa oa kaset un argadenn e-pad an noz ?
G7 : Aon en deus un den pennañ pa kleuz e-tal an trañcheoù enebour ?perak ?
G8 : Penaos e kas an Alamaned an argadenn enep d’ar Ganadianed ?penaos e stourm ar Ganadianed ?
 G9 : Roiñ a ran listennad an dañjerioù e veze en trañcheoù.

Lodenn ag ar film des Sentiers de la gloire a Stanley Kubrick:

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=A_u6nhZa9Ho&feature=player_embedded#![/youtube]

2. An emgann Verdun e 1916:

Verdun

Evit mont pelloc’h: ar  lec’hienn Curiosphere daet da vout francetv education:

Skrivagnerien, arzourien o deus livet tem ar brezel èl unan ag ar re vrudetañ  Jacques Tardi. Treset en deus euzhusted ar brezel, didalvoudegezh ar brezel e-barzh C’était la guerre des tranchées, Casterman, 1993:

Abadenn: C’est pas sorcier

3. Gouennlazh ar bobl armenian:

gouennlazh armenian skolajiad

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=JAUInou5aMY&feature=related[/youtube]

4. An Dispac’h e Rusia:

an daou dispac’h rusiat

5. Treuzfurmadurioù Europa e 1918:

treuzfurmadurioù en Europa

[dailymotion]http://www.dailymotion.com/video/xo9ktj_premiere-guerre-mondiale-le-traite-de-versailles_news?start=4#.UNB9AIarauI[/dailymotion]

6. Istor an arzoù: Ar Brezel (Der Krieg) a Otto Dix:

Otto Dix ha Verdun skolajiad 1

Otto Dix ha Verdun skolajiad

Tem 2:  Demokratelezhioù bresk ha stadoù totalitaerel en Europa etre an daou vrezel

Fichenn palioù ha barregezhioù labouret ha priziet:

fichenn palioù Istor Lodenn 1tem 2

Fichennoù kentelioù labouret er c’hlas:

digoradur demokratelezhioù bresk

taolenn renadoù totalitarerel

A. Ar renad totalitaerel er URSS

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=7H9BsAf1qGM[/youtube]

skritell 17vet Kendalc’h ar Strollad komunour

1.Ar renad soviedel edan Stalin:

-An diell-film, Stalin, le tyran rouge skignet get M6 e 2007. Livet eo bet ar skeudennoù met e chom ar re orin e gwenn ha du.

http://www.youtube.com/watch?v=3s2DM7bVeaQ&feature=player_embedded

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=rk5D3ZCU05g[/youtube]

-Filmoù propaganda da vare  Stalin àr ar lec’hienn INA: Jalons pour l’Histoire du temps présent.

 *Unan  àr ar stakhanoviñ:

Ar mengleuziour  Stakhanov hag e skipailh e 1935 : eñ en dehe tennet , e-kourz an deiz, , 14 gwech muioc’h a c’hlaou evit ar pezh e oa goulennet e-barzh ar Plañ. Dont a reas da vout haroz broadel , é c’hober tro URSS. Ar stakhanoviñ (produiñ muioc’h, buanoc’h) a zeuas da vout ger  an industriezh a-bezh. E gwirionez e oa  propaganda.

*Unan arall àr ar c’holektivizadur :AN DIKOULAKIZEREZH

da lâret eo deportadur pe lazhadegoù ar g-koulaked (kouerien pinvidik), hag o familhoù e oa enep d’ar c’holektivizadur  (distruj a raent o eostoù, o binvioù-labour, lazhiñ a raent o chatal dezhe ) : 2 vilion  a dud deportet (200 000 – 300 000 marv), 6 milion a dud marv get an naonegezh.

*Unan arall àr  dibunadeg ar soudarded e 1941 ha 1946:


B. Ar renad nazi edan Hitler

donedigezh Hitler er galloud1

[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=EPfXnKQOfYM[/youtube]

fichenn labour Gerd Arntz

Gerd ARNTZ 2014

 A. Daou sell disheñvel àr ar bed

stourm ar renkadoù,  kevatalouriezh, komunouriezh

broadelouriezh, enepsemitegezh, dizingalderioù ar gouennoù

B. Orin ar gomunouriezh hag an naziegezh

Komunouriezh:En XIXvet kantved, emañ Karl Marx ha Friedrich Engels enep da aozadur ha mont en-dro ar gevredigezh kapitalourel hag a faote dezhe digresk an dizingalderioù.

Displegiñ a reas karl Marx  e-barzh Ar Manifesto ar strollad komunour e rank ar broletaerien kemer ar galloud dre an dispac’h. Anvet e voe diktatouriezh ar broletaerien. Rankout a ra ivez  torriñ ar berc’henniezh prevez a-benn kaout an ingalded etre ar geodediz.

Naziegezh:pe broadelour-sosialouriezh : ideologiezh ar Strollad broadelour-sosialourel alaman renet get Adolf Hitler, diktatour e Bro Alamagn etre 1933-1945. Kemer a reas an naziekadur e awen er faskouriezh(  gour-broadelouriezh , lid ar bersonelezh)hag e vez diazezet war ur ouennelouriezh krenn-ha-krenn diazezet war dreistelezh ar ouenn german (pe « arian »).

Gour-broadelouriezh( kelennadurezh diazezet war bezañs ur gumuniezhiad tud unanet dre o sevenadur, o istor hag o c’hoant da vout asamblez hag a c’houlenn bout anavezet ez-ofisiel dre ur Stad emren) liammet get:

– mezh fall an droukziwezh

– Feur-emglev Versailhez koñsideret èl un diktat

B. Daou bal disheñvel krenn

Dispac’h ar broletaerien  etrevroadel (IIIvet Internationale)

An egor buhezva (Lebensraum (ag an alamaneg  Raum = egor ha Leben = buhez) pe  » espace vital »).

Dreistelezh ar ouenn arian.

C. Penaos o deus kemeret ar galloud?

URSS:

E 1914 e oa get Rusia brud ur stad kreñv. Met,  edan tri blez e teuas get ar brezel, pegen gwan e oa ar renad.

23 a viz  C’hwevrer 1917: manifestadeg ar vicherourien ha soudarded  a c’houlennas nemet bara ha bevañs. klevet e veze ar vicherourien é youc’hal « d’an traoñ ar brezel, d’an traoñ an aotokratiezh ».Roiñ a reas ar tsar Nikolas II e zilez.

Savet e voe ur gouarnamant da c’hortoz a c’houlenne ur Vonreizh demokratel. Savet e voe ivez soviet (kuzul) micherourien ha soudarded Petrograd .

Cheñch a reas pep tra pa zistroas Lenin e  miz Ebrel 1918; Emañ e-penn  ar strollad bolchevik. Goulenn a reas ar peoc’h raktal; an douar d’ar labourerien-douar, an uzinoù d’ar vicherourien, setu an tezennoù miz Ebrel.

Tenniñ a reas Lenin ha Trostki, pennoù bolchevik, o mad a gwander ar gouarnamant da c’hortoz hag ivez displijadur ar bobl. Savet e voe un emsavadeg d’an noz 24-25  a viz Here(6-7a viz Du): diviz a reas Lenin ar peoc’h ha lodenniñ an douar. Dilennet e voe get ar soviedoù ur gouarnamant boblchevik penn-da-benn.

1922: krouidigezh URSS( Unvaniezh ar Republikoù sosialourel ha  soviedel).

21 a viz Genver 1924: mervel a reas Lenin…

Alamagn:

Enkadenn ekonomikel a zeu a SUA hag a stok Alamagn(1932: 6 milion a dud dilabour>16% ag ar boblañs oberiant).

Ar c’hwez-moneiz (kresk trumm àr fonn ar moneiz a zegas kresk ar prizioù).

-Ar strollad nazi, NSDAP, Adolf Hitler e-penn abaoe 1921, a dennas  splet ag an enkadenn:

Sachiñ a reas an NSDAP elektourien a-du  get e brogramm hag e ginnigoù èl :

Republik Weimar tamallet da vout kiriek ag an droukziwezh (taol-kountell er gein) ha n’eo ket gouest da ziskoulmiñ kudennoù an enkadenn ekonomikel.

-roiñ d’an Alamaned “bara ha labour”.

-torriñ ar feur-emglev Versailhez hag a zo ur vezh evit Alamagn.

-Tezenn an “egor buhezva”: ledanaat an tiriad alaman evit diskoulmiñ kudenn an dreistpobladur.

-enepsemitegezh: tenniñ keodedouriezh d’ar Yuzevien.

-enepkapitalouriezh: broadeliñ an embregerezhioù bras.

Miz Gouere 1932: dilennadegoù parlamantel :strollad nazi aet ar maout  get 44% ag ar mouezhioù.

30 a viz Genver 1933: Prezidant Hindenburg a anv Hitler èl kañseller

D. Ar renadoù  totalitaerel é sevel o fennoù.

1. Skarzhiñ an enebourien

Stalin e- penn ar galloud e 1924.

Skarzhiñ an enebourien:

Ar Spont bras: 1937-1938: 800 000 den kondaonet d’ar marv.

Ar Goulag:

1934-1941:7 milion a dud kaset er c’hampoù labour-ret ha 400 000 marv;

Hitler e-penn ar galloud e 1933 èl kañseller.E miz Eost 1934 , pa varvas Hindenburg , Hitler a zeuas da vout  anvet penn-rener ar Stad , REICHFÜHRER.

Skarzhiñ an enebourien:

-Ar Reichstag a voe tantet e Berlin d’an 28 a viz C’hwevrer 1933 aozet get an Nazied, tamallet e voe  ar gomunisted da vout kiriek doc’h ar fed-se.

-30 a viz Even 1934:“Noziad ar c‘hontilli hir“: drouklazhet 300 chef, pennoù an S.A get an SSed.

-Aotodafe: levrioù ar yuzevien(ar beoc’hgarourien)  difennet get ar renad nazi, skeudenn kemeret e Berlin e 1933.

Kampoù kreizenniñ digor e miz C’hwevrer 1933 a-benn bac’hiñ enebourien ar Reich: komunourien…

2. Diazeziñ ar rouedad: ar polis politikel

URSS:

Tcheka: 1917-1922

Guepeou: 1922-1934

NKVD: 1934-1946

KGB: 1946-1991

Alamagn:

Gestapo:Polis politikel kuzh, krouet get Göring e 1933 hag adkemmpennet get Himmler e 1936;A-dal 1933 e voe kaset an enebourien, komunisted da gentañ, er c’hampoù kreizenniñ e-lec’h e raent labourioù-ret edan evezh an SS(Schutz-Staffel), kevrenn wareziñ, milis ar strollad nazi., renet get Himmler.

SS:(Schutz-Staffel), kevrenn wareziñ, milis ar strollad nazi, renet get Himmler.

3.Ar gevredigezh edan kontrol ar strollad hag ar Stad.

-Ar re yaouank:

Yaouankiz Hitlerian anvet ivez             Komsomols stalinian

Hitlerjugend

-ar sañsur hag ar gontrollerezh er mediaoù: nemet ur gazetenn aotreet:

e servij ar strollad nazi (NSDAP)  eo ar radio, ar c’hazetennoù… aozet get JOSEPH GOEBBELS, Ministr ar Propaganda.

Ar Pravda( gwirionez), kazetenn nemetañ en URSS                ha  Signal, kazetenn propaganda nazi e liv (dreistordinal er blezadoù 1940)

4.Ur mestr nemetken: azeulerezh-den Adolf Hitler

Stalin: « tad bihan ar pobloù »          Hitler: lugan « Ein Volk, ein Reich, ein Führer »

Ur Bobl, ur Stad, ur Levier »

5. Gizioù simpl hag adlâret  er vuhez pemdeziek

Un dornad savet « Kamalad »                       salud nazi « Heil  Hitler »

6. Dibunadegoù get doare-saludiñ evit diskouez an nerzh, sujidigezh ar strollad.

Ne gont ket ken an den nemetañ met ar strollad a gont kentoc’h.

War ar blasenn Moskow e 1935: dibunadeg bras ar yaouankiz stalinian.

E Nuremberg e veze aozet dibunadegoù get doareoù-saludiñ, luganoù hag evel ardamez, an  hevoud( SVASTIKA) ha lifreoù rous pe zu.

7. Propaganda er sinema :

Filmoù propaganda:

Miz Here, 1928 savet get  Sergueï Eisenstein a gont darvoudoù an dispac’h miz Here 1917 , savet àr c’houlenn pennoù bras rusian evit brudiñ ha kanmeuliñ dispac’h miz Here 1917.Dalaet e voe ar bannadur peogwir e c’houlennas Stalin groñs ma voe tennet kuit tudenn Trotski.

Diskar Berlin (Padeniye Berlina) savet  Mikheïl Tchiaourelli  e 1949 a gas àr-raok trec’h Stalin e-pad an Eil Brezel-bed.

A-dal miz meurzh 1933, anvet eo Goebbels e-penn ar vinisterezh nevez anvet ministerezh ae C’helaouiñ hag ar Propaganda. Karget eo da gas an Alamaned da grediñ nemet da gomzoù ar sturier, Hitler. Implij a rae holl vediaoù, dreist-holl ar radio a skigne luganoù èl “Ein Volk, ein Reich,ein Führer”(ur bobl, ur Stad, ur sturier”). Aoziñ a rae dibunadegoù bras ha prezegennoù bras politikel ha sportivel a c’helle kas àr-raok lid ar bersonelezh. Ar re yaouank a voe ar re gentañ tizhet.

Olympia (Doueed ar stad) film e div lodenn savet get  Leni Riefenstahl  e 1936e-pad ar C’hoarioù Olimpek an hañv.

E.Renadoù totalitaerel dishegar:

skarzhiñ ar re giriek a gudennoù ar renad

bourc’hizien, koulaked, kevalaourien

yuzevien, tud heñvelreizh, tziganed…

>Diazeziñ un ideologiezh gouennelourel hag enepsemitegezh

         >Dreistelezh ar ouenn arian

>Lezennoù Nuremberg

« Apocalypse, Hitler : La menace »

 

buy windows 11 pro test ediyorum