Home » 2023 » décembre

Monthly Archives: décembre 2023

Alioù evit ar breved

Alioù fur evit ar breved:

Devezh ar breved: gwelloc’h eo en em gavout un hanter eur en a-raok, trubuilhus a c’hell bezañ degouezhout gant dale. Ur skolajiad en em gavet gant dale a rankfe abegiñ an dale er sekretourva ha n’en do ket amzer ouzhpenn evit achuiñ.

Reolennoù an arnodenn

  1. Ne c’hell ket bezañ roet titour ebet d’ur skolajiad gant an evezhier. (na displegadenn na geriaoueg)
  2. Arabat skriviñ e anv (un niverenn zo).
  3. Ret eo deoc’h siniñ pa rentit ho kopienn er fin.
  4. Aotreet oc’h da guitaat ar sal un hanter eur bennak a-raok fin an arnodenn met talvoudus bras eo chom da adlenn evit ouzhpenniñ titouroù ha difaziañ ar yezh. Grit ar striv da lenn a-raok rentiñ.
  5. Bezit war evezh rentiñ an holl follennoù!
  6. Ret eo lazhañ ar pellgomz hezoug ha lakaat anezhañ en ho sac’h, ar seier ‘vo lakaet ouzh ar voger dirak.
  7. Furoc’h eo mont d’ar privezioù a-raok ma krogfe an arnodenn.
  8. An arnodennoù
    • Galleg : sujed ha respont e galleg. Diwar 100 poent. 2 lodenn a zo: 1 eurvezh dielfenniñ dielloù ha 2 eurvezh reizhskrivañ ha sevel skrid.
    • Matematikoù :  e brezhoneg. Diwar 100 poent. 2 eurvezh.
    • Istor-geo-keo : e brezhoneg. Padout a ra 2 eurvezh an arnodenn war an istor (20 poent), geografiezh (20 poent) ha keodedouriezh (10 poent). Deoc’h da verañ an amzer evit ober an teir lodenn. Dielfenniñ dielloù a vo en istor pe e geografiezh. Ur pennad-skrid a vo da sevel en istor pe e geografiezh. E keodedouriezh, dielloù ‘vo (programm kelc’hiad 4: 5ved, 4re ha 3de).
    • Skiantoù : e brezhoneg . Kelaouet oc’h a-raok an arnodenn diwar-benn an daou zanvez choazet (diwar an 3: Fizik, tekno hag SVD) Padout a ra an arnodenn 1 eurvezh (Diwar 50 poent). Programm kelc’hiad 4 : 5ved, 4re ha 3de.
    • Reolenn aour: Gwelloc’h eo chom hep tapout ar breved evit bezañ paket o truchañ !!! (Roudoù a chomfe war ho teuliad skol).
  1. Difennet groñs eo daremprediñ etrezoc’h e-kerzh an arnodenn (kaozeal, jestroù pe eskemm an dafar)
  2. Dafar
    • Degasit un eurier evit meriñ an amzer (40 mun dre zanvez istor, geo, keo).
    • Arabat disoñjal kas ganeoc’h ho pedadenn hag ho kartenn-anv.
    • Kasit tout an dafar ‘peus ezhomm : kreionoù koad evit liviñ, kreionoù feltr evit an arouezioù, ur reolenn, ar geriadur evit ar sevel skrid e galleg (eil lodenn), ur jederezig, kelc’hier, skouer… evit ar matematikoù.
    • Degasit ho feltroù fluo ganeoc’h evit islinneniñ ar gerioù pouezus.
    • Ur banne dour hag un draig da zebriñ zo aotreet, arabat kas dour pik-pik ha chipsoù, trouz a ra !

Alioù evit tapout poentoù

  1. Adwelet
    • Ret eo deoc’h raktresiñ un nebeud devezhioù a-raok ar breved ur programm evit adwelet tamm-ha-tamm.
    • Ma ne gomprenit ket ur ger e brezhoneg, klaskit orin ar ger, klaskit kompren ster ar frazenn.
    • Ma n’ho ‘peus ket desket mat un dra, klaskit lakaat ur respont memestra, n’eo ket difennet prederiiñ e-kerzh an arnodenn !
    • Ma ‘z eo berr ho respont, n’eo ket dav skriviñ brasoc’h pe ober linennoù berroc’h. Klaskit kentoc’h ur skouer da glokaat.
    • Ma n’ho ‘peus ket soñj eus un deiziad resis, lakait ar rummad bloavezhioù dre-vras.
    • Evit an dielfenniñ dielloù : klaskit un tamm, emañ alies ar respontoù en diell! E skiantoù, keodedouriezh ‘vez lâret e tapo ar geidenn an nep a ouio lenn !
    • Arabat adkopiiñ an diell hep cheñch netra, implijit titouroù an diell o sevel frazennoù graet ganeoc’h.
  2. Kinnig
    • Kalz gwelloc’h eo implijout kreionoù a c’heller diverkiñ : ar c’hreion enkr eo ar gwellañ (ha dreist-holl arabat disoñjal : Atav divalav ‘vez ar blanko !). Poentoù zo evit ar c’hinnig. (E mat ha skiantoù)
    • Strivit evit skriviñ kempenn : ma ‘zeo diaes da lenn ho kopienn e vo imoret fall an difazier.
    • Livit kempenn ar c’hartennoù : ul livaj difoutre a ziskouez un dro spered memes mod.
    • Lammit linennoù war ar follennoù roet deoc’h rak karezioù bihan eo.
    • Savit frazennoù dre ret evit respont ha menegit frazennoù an destenn evit arguziñ.
    • Kelennerien war an istor zo n’o deus kalz a fent, gwelloc’h eo chom hep respont netra e lec’h skrivañ farsadennoù Karambar.
    • Niverennit pep pajenn (1/6, 2/6, 3/6, 4/6, 5/6, 6/6)
  1. Frammiñ
    • Lennit ar sujed ha tout ar goulennoù a-raok kregiñ.
    • Talvoudus bras eo implij follennoù brouilhoñs (dreist-holl pa vez ezhomm frammiñ ar respont).
    • Tremenit kalzik a amzer evit frammiñ ar pennad-skrid. Frammiñ a dalv sevel div pe teir lodennig gant mennozhioù disheñvel (ur skouer e pep hini), lammit ul linenn etre al lodennigoù ha grit un alinea e penn kentañ pep lodenn.

buy windows 11 pro test ediyorum