Home » Deskiñ deskiñ

Category Archives: Deskiñ deskiñ

Difazier an Drouizig ha Language Tool

Evit difaziañ ar brezhoneg gant Microsoft Office (Word), gallout a rit pellgargiñ an difazier war lec’hienn an drouizig difazier.

Evit LibreOffice: Klikit amañ

Ha setu ivez an doare d’ober ma labourit gant Mac Office

Mod-all, posupl eo ivez kopiañ ho testenn war lec’hienn language Tool Correcteur hag e teuio war-wel ar fazioù. (Kemmadurioù, yezhadur…)

Afficher l'image d'origine

Kartennoù memor programm 3de

Setu ar c’hartennoù memor (flash cards) evit ar programm 3de.

1i – 1Bb

2i- 30′

3i – 2Bb

4i- By UE

5i- did Gp

6i- Pol F Kev F

1g – Kêr

2g – Eko

3g – Aoz

4g- Bed

Respont da vezañ skrivet tro kein pep kartennig. (+ tresadenn mnemoteknik m’ho peus c’hoant)

Ur wech oc’h gouest da gavout ar respont evit ar pempvet gwech, eñvoret eo da viken !

 

Apprendre le vocabulaire anglais

Sistem all hep boest: merkañ ar c’hartennoù:

Gouezet 1 wech: |

Gouezet 2 wech: ||

Gouezet 3 gwech: |||

Gouezet 4 gwech: ||||

Gouezet 5 gwech: ||||| ha tennañ ar gartenn kar gouezet eo da viken !

Sevel un diaporama

Setu ur video o tisplegiñ penaos sevel un diaporama

[youtube]https://youtu.be/z42gYaZBDHE[/youtube]

 

Gallout ‘rit ober ho tiaporama gant Genially pe Prezi.

 

Alioù evit ar breved

Alioù fur evit ar breved:

Devezh ar breved: gwelloc’h eo en em gavout un hanter eur en a-raok, trubuilhus a c’hell bezañ degouezhout gant dale. Ur skolajiad en em gavet gant dale a rankfe abegiñ an dale er sekretourva ha n’en do ket amzer ouzhpenn evit achuiñ.

Reolennoù an arnodenn

  1. Ne c’hell ket bezañ roet titour ebet d’ur skolajiad gant an evezhier. (na displegadenn na geriaoueg)
  2. Arabat skriviñ e anv (un niverenn zo).
  3. Ret eo deoc’h siniñ pa rentit ho kopienn er fin.
  4. Aotreet oc’h da guitaat ar sal un hanter eur bennak a-raok fin an arnodenn met talvoudus bras eo chom da adlenn evit ouzhpenniñ titouroù ha difaziañ ar yezh. Grit ar striv da lenn a-raok rentiñ.
  5. Bezit war evezh rentiñ an holl follennoù!
  6. Ret eo lazhañ ar pellgomz hezoug ha lakaat anezhañ en ho sac’h, ar seier ‘vo lakaet ouzh ar voger dirak.
  7. Furoc’h eo mont d’ar privezioù a-raok ma krogfe an arnodenn.
  8. An arnodennoù
    • Galleg : sujed ha respont e galleg. Diwar 100 poent. 2 lodenn a zo: 1 eurvezh dielfenniñ dielloù ha 2 eurvezh reizhskrivañ ha sevel skrid.
    • Matematikoù : sujed e galleg, respont e brezhoneg. Diwar 100 poent. 2 eurvezh.
    • Istor-geo-keo : sujed ha respont e brezhoneg. Padout a ra 2 eurvezh an arnodenn war an istor (20 poent), geografiezh (20 poent) ha keodedouriezh (10 poent). Deoc’h da verañ an amzer evit ober an teir lodenn. Dielfenniñ dielloù a vo en istor pe e geografiezh. Ur pennad-skrid a vo da sevel en istor pe e geografiezh. E keodedouriezh, dielloù ‘vo (programm kelc’hiad 4: 5ved, 4re ha 3de).
    • Skiantoù : sujed e galleg, respont e galleg (ma respontit e brezhoneg ne vo notennet ken ar respontoù gant sifroù. Gallout ‘rit ivez respont en div yezh). Kelaouet oc’h a-raok an arnodenn diwar-benn an daou zanvez choazet (diwar an 3: Fizik, tekno hag SVD) Padout a ra an arnodenn 1 eurvezh (Diwar 50 poent). Programm kelc’hiad 4 : 5ved, 4re ha 3de. Reolenn aour: Gwelloc’h eo chom hep tapout ar breved evit bezañ paket o truchañ !!! (Roudoù a chomfe war ho teuliad skol).
  1. Difennet groñs eo daremprediñ etrezoc’h e-kerzh an arnodenn (kaozeal, jestroù pe eskemm an dafar)
  2. Dafar
    • Degasit un eurier evit meriñ an amzer (40 mun dre zanvez istor, geo, keo).
    • Arabat disoñjal kas ganeoc’h ho pedadenn hag ho kartenn-anv.
    • Kasit tout an dafar ‘peus ezhomm : kreionoù koad evit liviñ, kreionoù feltr evit an arouezioù, ur reolenn, ar geriadur evit ar sevel skrid e galleg (eil lodenn), ur jederezig, kelc’hier, skouer… evit ar matematikoù.
    • Degasit ho feltroù fluo ganeoc’h evit islinneniñ ar gerioù pouezus.
    • Ur banne dour hag un draig da zebriñ zo aotreet, arabat kas dour pik-pik ha chipsoù, trouz a ra !

Alioù evit tapout poentoù

 

  1. Adwelet
    • Ret eo deoc’h raktresiñ un nebeud devezhioù a-raok ar breved ur programm evit adwelet tamm-ha-tamm.
    • Ma ne gomprenit ket ur ger e brezhoneg, klaskit orin ar ger, klaskit kompren ster ar frazenn.
    • Ma n’ho ‘peus ket desket mat un dra, klaskit lakaat ur respont memestra, n’eo ket difennet prederiiñ e-kerzh an arnodenn !
    • Ma ‘z eo berr ho respont, n’eo ket dav skriviñ brasoc’h pe ober linennoù berroc’h. Klaskit kentoc’h ur skouer da glokaat.
    • Ma n’ho ‘peus ket soñj eus un deiziad resis, lakait ar rummad bloavezhioù dre-vras.
    • Evit an dielfenniñ dielloù : klaskit un tamm, emañ alies ar respontoù en diell! E skiantoù, keodedouriezh ‘vez lâret e tapo ar geidenn an nep a ouio lenn !
    • Arabat adkopiiñ an diell hep cheñch netra, implijit titouroù an diell o sevel frazennoù graet ganeoc’h.
  2. Kinnig
    • Kalz gwelloc’h eo implijout kreionoù a c’heller diverkiñ : ar c’hreion enkr eo ar gwellañ (ha dreist-holl arabat disoñjal : Atav divalav ‘vez ar blanko !). Poentoù zo evit ar c’hinnig. (E mat ha skiantoù)
    • Strivit evit skriviñ kempenn : ma ‘zeo diaes da lenn ho kopienn e vo imoret fall an difazier.
    • Livit kempenn ar c’hartennoù : ul livaj difoutre a ziskouez un dro spered memes mod.
    • Lammit linennoù war ar follennoù roet deoc’h rak karezioù bihan eo.
    • Savit frazennoù dre ret evit respont ha menegit frazennoù an destenn evit arguziñ.
    • Kelennerien war an istor zo n’o deus kalz a fent, gwelloc’h eo chom hep respont netra e lec’h skrivañ farsadennoù Karambar.
    • Niverennit pep pajenn (1/6, 2/6, 3/6, 4/6, 5/6, 6/6)

 

  1. Frammiñ
    • Lennit ar sujed ha tout ar goulennoù a-raok kregiñ.
    • Talvoudus bras eo implij follennoù brouilhoñs (dreist-holl pa vez ezhomm frammiñ ar respont).
    • Tremenit kalzik a amzer evit frammiñ ar pennad-skrid. Frammiñ a dalv sevel div pe teir lodennig gant mennozhioù disheñvel (ur skouer e pep hini), lammit ur linenn etre ar lodennigoù ha grit un alinea e penn kentañ pep lodenn.

 

 

 

 

Touchennaoueg: ñ e lec’h an dollar

$ pe ñ ?
Savet zo bet gant Frédérique Pilato (trugarez dezhi!) un douchennaoueg gant un ñ e lec’h an dollar. (1 douchenn e plas 3!)
Ezhomm zo:
  • Pellgargiñ ar poellad amañ dindan
  • Touchennaoueg Dollar ñ
  • Pellgargiñ an holl fichennaouegoù war an urzhiataer.
  • Klikiñ war ar fichennaoueg diwezhañ « setup.exe » ha staliañ (Roit an aotre surentez Windows)
  • Klikiñ war « paramètres » (Windows 10)
  • « Heure langue »
  • « Langue »
  • Klikiñ war « Français » + « options »
  •  » Ajouter clavier »
  • Dibab an douchennaoueg « français ñ » ha tennañ « français »
  • Adloc’hañ an urzhiataer

Ha setu an dollar erc’hlec’hiet gant an ñ! Brav an arouez ha mont a ra buanoc’h evit bizskriviñ e brezhoneg.

Eztaoladenn ar breved

Kael briziañ arnodenn dre gomz ar breved

 

An eztaoladenn vreved

  • Diwar 100 poent eo (800 poent zo er breved)
  • 50 poent ‘vo evit an titouroù roet ganeoc’h ha bezañ gouest da arguziñ ha da respont da c’houlennoù ar juri) hag an 50 poent war an doare kinnig (ezteurel dre gomz, live yezh)
  • Dibabet eo an tem ganeoc’h: pe kinnig KPE bet graet ganeoc’h er c’helc’hiad 4 (5ved, 4re pe 3de) pe kinnig un oberenn arz bet studiet ganeoc’h e-kerzh ar c’helc’hiad 4. (arzoù ar gweled, film, sonerezh, lennegezh…)
  • Ma tibabit kinnig ho staj micher, n’eo ket ar pal lenn dirak ar juri ho rentañ-kont met kentoc’h displegiñ peseurt gounid ‘peus bet eus ar staj.
  • Gwelloc’h dibab un oberenn arz resis, ne c’heller ket kinnig oberenn un arzour en e bezh e-kerzh un eztaoladenn ken berr.
  • N’eo ket ar pal ober un diverradenn eus an oberenn, kentoc’h dielfenniñ ha reiñ ho soñj.
  • Ne vo ket kentelioù evit prientiñ an eztaoladenn, dreist-holl er gêr vo prientet.
  • Gallout ‘rit tremen hoc’h-unan pe daou-ha-daou ma kavit unan all laouen da genlabourat war ar memes sujed ha c’hwi.
  • Hirder an eztaoladenn: 5 mn kinnig ha 10 mn goulennoù gant ar juri pe 10 mn ha 15mn ma tremenit daou-ha-daou.
  • Un diaporama ‘vo savet ganeoc’h (tro-dro 5 diell) evit skeudennaouiñ hoc’h eztaoladenn.
  • Tremenet ‘vo dirak ur juri daou gelenner eus ar skolaj. (D’ar Meurzh 11 a viz miz Even)

10 reolenn bennañ eztaoladenn ar breved

  • Mousc’hoarzhiñ, bezañ seven, diskouez bezañ mennet (zoken ma n’out ket evit gwir !), Startijenn!!
  • Distagiñ mat, kaozeal kreñv, komz flour (hep heu…, genre, du coup…)
  • Mestroniañ ar c’horf, ar jestroù
  • Ezteurel o klask dibegiñ diouzh ar skrid, sellout ouzh ar juri, chom hep treiñ kein
  • Frammañ an eztaoladenn (steuñv sklaer kinniget e penn-kentañ an diaporama)
  • Merañ mat an amzer (5 mn: berr-kenañ eo!). Gallout ‘rit padout betek 6 mn d’ar muiañ tout, ket muioc’h!
  • Lakaat war e alc’hwez USB an diaporama e stumm PDF ouzhpenn Impress
  • Displegiñ mat pep diell diskouezet en diaporama
  • Chom hep skriviñ frazennoù war an diaporama
  • Goulennoù ar juri: displegiñ mat e soñj: chom hep respont ya pe ket hep arguziñ

Sevel ur vouest evit ar Flashcards

 

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=n3CkA3Qc8kY[/youtube]

 

 

Aesoc’h da gas er skolaj: posupl eo ober Flashcards gant follennigoù mod Post-it.

Evit sevel flashcards war ar internet: Kerzhit war Quizlet

 

Gwellaat ar brezhoneg

Gwellaenn ar sizhun (PDF) 

Gwellaenn ar sizhun( Word)

Résultat de recherche d'images pour "I love bzh"

Klask war internet: Ober gant Ctrl + F

[/youtube]

Quiz pleustriñ

Dreist eo al lec’hienn-mañ evit pleustriñ a-raok ur briziadenn!

Afficher l'image d'origine

buy windows 11 pro test ediyorum