Home » Istor an arzoù » Diaporama istor an arzoù

Diaporama istor an arzoù

Un diaporama a rank bezañ savet war ho penn oberenn
Pajenn gentañ an diaporama a rank bezañ ur c’hinnig eus steuñv an eztaoladenn
(= digoradur: kinnig an oberenn + kinnig ar steuñv)
• Savet vez ur steuñv (ur framm) e 2, 3 pe 4 lodenn (hervez an niver a demoù). Diskouezit ho steuñv d’ur c’helenner a-raok donaat al labour.
• Arabat disoñjal n’eo ket un eztaoladenn istor met un eztaoladenn arzoù eo. (ur vunutenn evit diverriñ an endro istor zo mat)
• Servijout a ra an diaporama da skignañ dielloù (fotoioù…)
• N’eo ket talvoudus skrivañ en diaporama tout ar pezh vo lavaret ganeoc’h, un nebeut gerioù diwar-benn an diell zo tra-walc’h.
• Droad ho peus bezañ gant ho notennoù e-kerzh an eztaoladenn met kalz gwelloc’h eo ezteurel war ar prim (chom hep lenn)
• Gwelloc’h eo un nebeut dielloù displeget mat e-lec’h ur bern skignet hep displegiñ netra.
• Gwelloc’h eo dielfenniñ don un arroud e-lec’h chom pell o tiverriñ an oberenn dre-vras (1 vunutenn diverriñ zo tra-walc’h)
• Ul lajad berr a c’hell bezañ (1-2 munutenn d’ar muiañ)
• Ma ‘peus dibabet un oberenn en ur yezh estren e rankit bezañ gouest kompren ha displegiñ
• Reizhañ ar brezhoneg ha klask ar c’heriaoueg ‘po ezhomm (gant sikour kelennerien)
• Ret eo deoc’h pleustriñ evit mestroniañ an amzer: ma oc’h daou: 15 munutenn + 5 munutenn evit da c’houlennoù ar juri. Ar pezh a dalvez 7.5 munutenn pep hini ! Ma chomit da gaozeal ouzhpenn 15 mn ‘vo troc’het ar gaoz deoc’h gant ar juri. Ma tremenit oc’h unan: 8 munutenn eztaoladenn + 5 munutenn evit da c’houlennoù ar juri. (Ret eo deoc’h pleustriñ a-raok ha kas un eurier devezh an arnodenn !)
• Sevel ur steuñv kempouez zo pouezus, arabat digombodiñ (da skouer: I an oberour, II: an oberenn. Ret eo sevel ur steuñv o kavout temoù disheñvel ha lakaat e barzh an teknik, ar stil…) Gallout a ra ar gelennerien sikour ac’hanoc’h evit ar steuñv pe difaziañ met arabat gortoz ar poent diwezhañ.
• Enrollit dre ret ho tiaporama e stumm ppt/pps met ivez e stumm PDF. Mirit ur gwarez (pe meur a hini) war un alc’hwez USB.
• Ar peder oberenn all a rank bezañ anavezet ganeoc’h dre-vras. Ur goulenn pe daou ‘vo savet gant ar juri evit gwiriekaat int anavezet ganeoc’h.


Leave a comment

buy windows 11 pro test ediyorum