Home » Istor an arzoù

Category Archives: Istor an arzoù

Sevel un diaporama

Setu ur video o tisplegiñ penaos sevel un diaporama

[youtube]https://youtu.be/z42gYaZBDHE[/youtube]

 

Gallout ‘rit ober ho tiaporama gant Genially pe Prezi.

 

Geriaoueg bannoù-treset

Geriaouegig ar bannou?-treset

Afficher l'image d'origine

Diaporama istor an arzoù

Un diaporama a rank bezañ savet war ho penn oberenn
Pajenn gentañ an diaporama a rank bezañ ur c’hinnig eus steuñv an eztaoladenn
(= digoradur: kinnig an oberenn + kinnig ar steuñv)
• Savet vez ur steuñv (ur framm) e 2, 3 pe 4 lodenn (hervez an niver a demoù). Diskouezit ho steuñv d’ur c’helenner a-raok donaat al labour.
• Arabat disoñjal n’eo ket un eztaoladenn istor met un eztaoladenn arzoù eo. (ur vunutenn evit diverriñ an endro istor zo mat)
• Servijout a ra an diaporama da skignañ dielloù (fotoioù…)
• N’eo ket talvoudus skrivañ en diaporama tout ar pezh vo lavaret ganeoc’h, un nebeut gerioù diwar-benn an diell zo tra-walc’h.
• Droad ho peus bezañ gant ho notennoù e-kerzh an eztaoladenn met kalz gwelloc’h eo ezteurel war ar prim (chom hep lenn)
• Gwelloc’h eo un nebeut dielloù displeget mat e-lec’h ur bern skignet hep displegiñ netra.
• Gwelloc’h eo dielfenniñ don un arroud e-lec’h chom pell o tiverriñ an oberenn dre-vras (1 vunutenn diverriñ zo tra-walc’h)
• Ul lajad berr a c’hell bezañ (1-2 munutenn d’ar muiañ)
• Ma ‘peus dibabet un oberenn en ur yezh estren e rankit bezañ gouest kompren ha displegiñ
• Reizhañ ar brezhoneg ha klask ar c’heriaoueg ‘po ezhomm (gant sikour kelennerien)
• Ret eo deoc’h pleustriñ evit mestroniañ an amzer: ma oc’h daou: 15 munutenn + 5 munutenn evit da c’houlennoù ar juri. Ar pezh a dalvez 7.5 munutenn pep hini ! Ma chomit da gaozeal ouzhpenn 15 mn ‘vo troc’het ar gaoz deoc’h gant ar juri. Ma tremenit oc’h unan: 8 munutenn eztaoladenn + 5 munutenn evit da c’houlennoù ar juri. (Ret eo deoc’h pleustriñ a-raok ha kas un eurier devezh an arnodenn !)
• Sevel ur steuñv kempouez zo pouezus, arabat digombodiñ (da skouer: I an oberour, II: an oberenn. Ret eo sevel ur steuñv o kavout temoù disheñvel ha lakaat e barzh an teknik, ar stil…) Gallout a ra ar gelennerien sikour ac’hanoc’h evit ar steuñv pe difaziañ met arabat gortoz ar poent diwezhañ.
• Enrollit dre ret ho tiaporama e stumm ppt/pps met ivez e stumm PDF. Mirit ur gwarez (pe meur a hini) war un alc’hwez USB.
• Ar peder oberenn all a rank bezañ anavezet ganeoc’h dre-vras. Ur goulenn pe daou ‘vo savet gant ar juri evit gwiriekaat int anavezet ganeoc’h.

Arnodenn breved e skolaj Diwan Kemper

Istor an arzoù Kemper 2016

Kael briziañ ha teknik dielfenniñ

Kael briziañ ha titouroù evit dielfenniñ oberennoù arz

Dielfenniñ un oberenn arz

Titouroù evit dielfenniñ oberennoù arz

Prientiñ un eztaoladenn

Setu ur Prezi o reiñ kuzulioù a-raok tremen dre gomz

Modern times

Fichenn labour war « Modern times »

An tren gwelet gant Turner ha Monet

Diaporama war ar sell o doa an arzourien Turner ha Monet war an tren

Romantelezh / Tres De Mayo

Diaporama dielfenniñ TresDeMayo gant Goya

File:El Tres de Mayo, by Francisco de Goya, from Prado in Google Earth.jpg

buy windows 11 pro test ediyorum