Video war mont en-dro ensavadurioù ar Vvet Republik

[/kml_flashembed]ion]

 

 

Eztaoladenn ar breved

Kael briziañ arnodenn dre gomz ar breved

 

An eztaoladenn vreved

  • Diwar 100 poent eo (800 poent zo er breved)
  • 50 poent ‘vo evit an titouroù roet ganeoc’h ha bezañ gouest da arguziñ ha da respont da c’houlennoù ar juri) hag an 50 poent war an doare kinnig (ezteurel dre gomz, live yezh)
  • Dibabet eo an tem ganeoc’h: pe kinnig KPE bet graet ganeoc’h er c’helc’hiad 4 (5ved, 4re pe 3de) pe kinnig un oberenn arz bet studiet ganeoc’h e-kerzh ar c’helc’hiad 4. (arzoù ar gweled, film, sonerezh, lennegezh…)
  • Ma tibabit kinnig ho staj micher, n’eo ket ar pal lenn dirak ar juri ho rentañ-kont met kentoc’h displegiñ peseurt gounid ‘peus bet eus ar staj.
  • Gwelloc’h dibab un oberenn arz resis, ne c’heller ket kinnig oberenn un arzour en e bezh e-kerzh un eztaoladenn ken berr.
  • N’eo ket ar pal ober un diverradenn eus an oberenn, kentoc’h dielfenniñ ha reiñ ho soñj.
  • Ne vo ket kentelioù evit prientiñ an eztaoladenn, dreist-holl er gêr vo prientet.
  • Gallout ‘rit tremen hoc’h-unan pe daou-ha-daou ma kavit unan all laouen da genlabourat war ar memes sujed ha c’hwi.
  • Hirder an eztaoladenn: 5 mn kinnig ha 10 mn goulennoù gant ar juri pe 10 mn ha 15mn ma tremenit daou-ha-daou.
  • Un diaporama ‘vo savet ganeoc’h (tro-dro 5 diell) evit skeudennaouiñ hoc’h eztaoladenn.
  • Tremenet ‘vo dirak ur juri daou gelenner eus ar skolaj. (D’ar Meurzh 11 a viz miz Even)

10 reolenn bennañ eztaoladenn ar breved

  • Mousc’hoarzhiñ, bezañ seven, diskouez bezañ mennet (zoken ma n’out ket evit gwir !), Startijenn!!
  • Distagiñ mat, kaozeal kreñv, komz flour (hep heu…, genre, du coup…)
  • Mestroniañ ar c’horf, ar jestroù
  • Ezteurel o klask dibegiñ diouzh ar skrid, sellout ouzh ar juri, chom hep treiñ kein
  • Frammañ an eztaoladenn (steuñv sklaer kinniget e penn-kentañ an diaporama)
  • Merañ mat an amzer (5 mn: berr-kenañ eo!). Gallout ‘rit padout betek 6 mn d’ar muiañ tout, ket muioc’h!
  • Lakaat war e alc’hwez USB an diaporama e stumm PDF ouzhpenn Impress
  • Displegiñ mat pep diell diskouezet en diaporama
  • Chom hep skriviñ frazennoù war an diaporama
  • Goulennoù ar juri: displegiñ mat e soñj: chom hep respont ya pe ket hep arguziñ

Sevel ur vouest evit ar Flashcards

 

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=n3CkA3Qc8kY[/youtube]

 

 

Aesoc’h da gas er skolaj: posupl eo ober Flashcards gant follennigoù mod Post-it.

Evit sevel flashcards war ar internet: Kerzhit war Quizlet

 

Video war an Eil Brezel-bed

Video war ar C’hentañ brezel bed

Video war trevadenniñ ha didrevadenniñ Afrika

Video war istor harzoù Europa

Video war ar Brezel yen

[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=MhfraAqwZD0[/youtube]

Gwellaat ar brezhoneg

Gwellaenn ar sizhun (PDF) 

Gwellaenn ar sizhun( Word)

Résultat de recherche d'images pour "I love bzh"

Deiziadoù istor (Lodenn 3)

Lec’hienn evit deskiñ an deiziadoù istor (Lodenn 3)

Krouit ur c’hont digoust evit gallout heuliañ ho araokadennoù.

Résultat de recherche d'images pour "quizlet"

buy windows 11 pro test ediyorum