Home » A bep seurt » C’hoari-video pedagogel àr ar riskloù naturel: bezit trec’h àr ar gwallzarvoud

C’hoari-video pedagogel àr ar riskloù naturel: bezit trec’h àr ar gwallzarvoud

E-barzh ar c’hoari video-mañ,krouet get an ONU hag ISDR( International Strategy for Disaster Reduction) an implijer a zo é veriñ ur gêr hag a rank diwall doc’h ur gwallzarvoud naturel  a c’hell digouezh àr geodediz ar gêr. Ret eo dizarbenn ha lakaat rac’h an dud er goudor evit  ma treuzvevehent rac’h anezhe.

Meur a senenn a c’hell bout :

* Tsunami er ur gêriadenn e-tal ar mor e Gevred Azia

* Kelc’hwidenn àr an enezenn Karaib

* Gwall-tan e-barzh ur blaenenn grin e  kreiz Aostralia

* Kren-douar e Reter Mor Kreizdouarel

*Dour-beuz e Reter Europa

Ret e vo deoc’h diwall doc’h geografiezh al lec’h evit sevel ospitalioù pe abrioù.Ret e vo deoc’h nevezaat an tier hervez reolennoù ene kren-douar da skouer.

3 live e vez a fed c’hoari e vez: aes, etre, diaes hag e kemer kont a ment ar gêr da veriñ , niver a geodediz da wareziñ hag an amzer tremenet.


2 commentaires

  1. Demat deoc’h Goulven, gellet a rit kavout an difaziadenn e-barzh al lodenn « Ar c’hevredigezhioù diorret en doare dizingal »> ar baourentez> 6vet poent > priziadenn paourentez.
    Dibenn-sizhun laouen.

  2. na gavan ket difaziadenn ar prouad war baourantez er bed
    tu zo dit lar din pelec’h eo?

Leave a comment

buy windows 11 pro test ediyorum