Home » A bep seurt » Sevel ur « mind map » get mindomo evit ar renad totalitaerel nazi

Sevel ur « mind map » get mindomo evit ar renad totalitaerel nazi

Alamagn nazi, ur renad totalitaerel :
  • diskouez eo Alamagn nazi (a-dal 1933) ur renad totalitaerel
  • aoziñ ho respont e stumm ur gartenn « mind map » get ar poellad enlinenn mindomo

 Al labour da vout savet a-raok sevel ar « mind-map »:

poelladennoù 2

Kuzulioù:

  • ho tiskouezad a ranko doujiñ doc’h reolennoù an arguzennoù:
    • un arguzenn ? an displegadennoù é implij an darvoudoù, an tudennoù hag ur c’heriaoueg resis.
    • skouerioù  ? evit prouiñ 
  • Ho tisplegadennoù  a ranko bout savet é toujiñ doc’h ar reolennoù skritur hag ar reizhskrivadur.
  • Gellet a ra go mind map kaout dielloù liesvedia (skeudennoù, dielloù-film, gourliammoù a gas d’ul lec’hienn resis…) a glot get ar sujed.
    • Evit pep diell ho po da alc’hwezhiñ anezhañ ha skriviñ  mammenn an diell.
  • 3-4 frantad ho po er sal- urzhiataer. Ret mat ho po da echuiñ evit ar 1 a viz An Azvent.

Sevel ur pennad frammet àr dezverkoù ar renad nazi:

  • Get sikour ar mind map ho po da sevel ur pennad é teskriviñ dezverkoù ar renad totalitaerel nazi:
  • Implij ho mind map evit sevel ha frammiñ ho pennad skridaozet ha frammet:– un titl e-kreiz ho mind map eo ar sujed, adlakait en digoradur.– pep brankenn a ziskouez ur rannbennad: ar ger-alc’hwez, tem ar vrankenn a servij da zigoriñ ar rannbennad.

    –an is-brankennoù vez kement a arguzennoù a c’hell magiñ ho pennad ha magiñ tem ho brankenn..


Leave a comment

buy windows 11 pro test ediyorum