Home » I-G 3vet: programm kozh » implij-amzer ar spisverkoù

implij-amzer ar spisverkoù

Evit ar re drede, arabat disoñjal gwelout achumant ar spisverkoù a-benn an distro-skol vakañsoù Pask.

Ur priziadenn vo àr rac’h anezhe: 6vet betek 3de.

Klikit amañ:implij amzer evit ar reperioù bras;

Staget ivez ur fichennaoueg get ar spisverkoù en Istor hag e Geografiezh.

Klikit amañ: Ar reperioù bras


3 commentaires

  1. Demat deoc’h,
    Da gentañ, evit an aked dre skrid e vo 2 sujed, unan en Istor hag unan e Geografiezh. Dav vo dibab nement unan( 20poent).ur sujed mod breved e vo.
    Lakaet e vez ivez evit an aked dre skrid ar spisverkoù( Pep tra).
    An eil poent, evit an aked dre gomz, e rankit adwelet SUA, ar c’hresk ekonomikel abaoe 1945, aozadur geografel ar bed hiziv-an-deiz( studiet e vo al lodenn-mañ ar sizhun-mañ hag ar sizhun ma za).Evit ar briziadenn-se ez eus 3-4 diell get 3 pe 4 goulenn àr an dielloù hag evit echuiñ ez eus ur goulenn hollek, stil breved, sevel ur plañ a-benn respont d’ar goulenn hollek.
    Setu.
    Valeri

  2. Demat valeri, choazet ‘meus geografiezh e AKED dre gomz, ha choant am bije gouzout petra ret eo adwell ? Hag e’it an AKED dre skrid, emañ deomp da choaz etre an Istor hag ar Geo pe an enseller a choaz e’itomp ? Neuze setu, trugarez
    ‘Benn àrc’hoazh

    Kentin LC

Leave a comment

buy windows 11 pro test ediyorum