Home » Articles posted by kelennerez (Page 6)
Author Archives: kelennerez
Gwirioù ar vugale
1.Testenn glot Konvañsion gwirioù ar vugale sinet d’an 20 a viz Du 1989:
[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=y63NNvyWumY&feature=emb_logo[/youtube]
[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=etSsWE_R7gI&feature=emb_logo[/youtube]
2.Gwirioù ar vugale : difenner ha brudiñ gwirioù ar vugale
[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=bL0-HPo5ZGI&feature=emb_logo[/youtube]
3. An holl vugale o deus gwirioù
A. gwir da gaout deskadurezh: adsavadenn hervez « Les chemins de l’école la série », savet get E. Guionet hag Y.L’Hénoret, 2015
[vimeo]https://vimeo.com/303279137[/vimeo]
Ar serious game pe ar c’hoari sirius pe le « jeu sérieux »
4. prenadennoù da vare ar c’horonavirus
Albom-CD
Buhez Malala Yousafzai, Pakistanadez ha muzulmanez. Abaoe an oad a unnek vloaz e stourm ouzh an estremourien vuzulman a soñj dezhe eo arabat d’ar merc’hed mont d’ar skol. Aet e oa priz Nobel ar peoc’h ganti e 2014.
Kontet gant Tifenn Linéatte ha Bob Simon.
5.An ingalded PAOTRED-MERC’HED
Ar skeudennoù-skouer: (stéréotypes): kas ur skeudenn eus ur paotr pe ur plac’h en doare pozitivel pe negativel da geñver an emzalc’h, ar garakter, ar micherioù….. met e vez ur lupoltred(caricatural)
Ar c’heodedoù-Stad kentañ – ganedigezh ar skritur
Fichenn ar barregezhioù ha gouiziegezhioù:
Lodenn 1 an Henreter fichenn WEB
. Dizoloiñ an arkeologiezh
Dont a ra ag ar gresianeg archeos a dalv kozh ha logos a dalv skiant.
Studi ar sevenadurioù dre ar savadurioù hag an traezoù miret pe dizoloet dre ar furchadennoù,un danvez a glot an Istoer(diaezet àr dielloù skrivet).
2. E men emañ ar Mezopotamia?
[vimeo]https://vimeo.com/6568776#at=0[/vimeo]
3. Arc’hig Our
4. buhez an annezidi e-barzh ur geoded e Mezopotamia(lec’hienn Hors les murs )
[vimeo]https://vimeo.com/6568630#at=0[/vimeo]
5. Ar geodedoù-Stad kentañ e Mezopotamia:
[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=aKfjONXoqfY[/youtube]
5. Ganedigezh ar skritur e Our tro-dro 3000 kent J-K: rol ar skritur?(lec’hienn Hors les murs )
[vimeo]https://vimeo.com/6568425#at=0[/vimeo]
pe an teulfilm: C’est pas sorcier
[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=aCrmBRL4cJs[/youtube]
6.Hanez Gilgamesh
[dailymotion]https://www.dailymotion.com/video/x9yz4l_gilgamesh-la-legende-de-l-homme-qui_school[/dailymotion]
7. Pleustriñ evit ar briziadenn:
8.Keoded Mari e 3D:
[youtube]http://www.dailymotion.com/video/x9yz4l_gilgamesh-la-legende-de-l-homme-qui_school[/youtube]
9. Ar skrib Debar, un den a za da vout skrib.
[dailymotion]http://www.dailymotion.com/video/xaeyvv_debar-devient-scribe_school[/dailymotion]
12.Skriviñ ho anv stumm hieroglifoù àr al lec’hienn egyptos.com :
labour er levraoueg
KKK: 3DK tem 1 ha 2
Monumant ar re varv:
sikour monumant ar re varv Lodenn 2
monumant a re varv barregezhioù priziet
Memoires_de_la_premiere_guerre_mondiale_en_Morbihan
Lec’hiennoù da labourat:
https://padlet.com/valeribreizh4/gwened56000
Lodenn I – Europa an euzh, brezelioù ha lazhadegoù (1914 –1945)
Tem 1: Soudarded ha siviled er C’hentañ Brezel-bed: àr-zu ar brezel hollek
1. Prantadoù pennañ ar brezel:
prantadoù pennañ ar Brezel Bras
Ur SERIOUS GAME : deskriviñ buhez ar soudarded en trañcheoù
Goulennoù
G1 : Peseurt abeg a ro an dudenn bennañ evit bout a youl vat a-benn mont da vrezeliñ ?
G2 : Pa n’eus argadenn ebet, petra a rae ar soudarded ?
G3 : Petra ‘dalv « raid en trañcheoù » ha petra oa profet d’ar soudarded a-benn boutiñ anezhe da gemer perzh ?
G4 : Perak e rank kaout kalonekaet ar soudarded ?
G5 : Penaos e oa deskrivet ar soudarded alaman en istoer ?
G6: Peseurt teknikoù’oa implijet evit tostaat doc’h al linennoù alaman ha mont e-barzh pa oa kaset un argadenn e-pad an noz ?
G7 : Aon en deus un den pennañ pa kleuz e-tal an trañcheoù enebour ?perak ?
G8 : Penaos e kas an Alamaned an argadenn enep d’ar Ganadianed ?penaos e stourm ar Ganadianed ?
G9 : Roiñ a ran listennad an dañjerioù e veze en trañcheoù.
Lodenn ag ar film des Sentiers de la gloire a Stanley Kubrick:
[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=A_u6nhZa9Ho&feature=player_embedded#![/youtube]
2. An emgann Verdun e 1916:
Evit mont pelloc’h: ar lec’hienn Curiosphere daet da vout francetv education:
Skrivagnerien, arzourien o deus livet tem ar brezel èl unan ag ar re vrudetañ Jacques Tardi. Treset en deus euzhusted ar brezel, didalvoudegezh ar brezel e-barzh C’était la guerre des tranchées, Casterman, 1993:
Abadenn: C’est pas sorcier
3. Gouennlazh ar bobl armenian:
[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=JAUInou5aMY&feature=related[/youtube]
4. An Dispac’h e Rusia:
5. Treuzfurmadurioù Europa e 1918:
[dailymotion]http://www.dailymotion.com/video/xo9ktj_premiere-guerre-mondiale-le-traite-de-versailles_news?start=4#.UNB9AIarauI[/dailymotion]
6. Istor an arzoù: Ar Brezel (Der Krieg) a Otto Dix:
Otto Dix ha Verdun skolajiad 1
Tem 2: Demokratelezhioù bresk ha stadoù totalitaerel en Europa etre an daou vrezel
Fichenn palioù ha barregezhioù labouret ha priziet:
fichenn palioù Istor Lodenn 1tem 2
Fichennoù kentelioù labouret er c’hlas:
digoradur demokratelezhioù bresk
A. Ar renad totalitaerel er URSS
[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=7H9BsAf1qGM[/youtube]
skritell 17vet Kendalc’h ar Strollad komunour
1.Ar renad soviedel edan Stalin:
-An diell-film, Stalin, le tyran rouge skignet get M6 e 2007. Livet eo bet ar skeudennoù met e chom ar re orin e gwenn ha du.
http://www.youtube.com/watch?v=3s2DM7bVeaQ&feature=player_embedded
[youtube]https://www.youtube.com/watch?v=rk5D3ZCU05g[/youtube]
-Filmoù propaganda da vare Stalin àr ar lec’hienn INA: Jalons pour l’Histoire du temps présent.
*Unan àr ar stakhanoviñ:
Ar mengleuziour Stakhanov hag e skipailh e 1935 : eñ en dehe tennet , e-kourz an deiz, , 14 gwech muioc’h a c’hlaou evit ar pezh e oa goulennet e-barzh ar Plañ. Dont a reas da vout haroz broadel , é c’hober tro URSS. Ar stakhanoviñ (produiñ muioc’h, buanoc’h) a zeuas da vout ger an industriezh a-bezh. E gwirionez e oa propaganda.
*Unan arall àr ar c’holektivizadur :AN DIKOULAKIZEREZH
da lâret eo deportadur pe lazhadegoù ar g-koulaked (kouerien pinvidik), hag o familhoù e oa enep d’ar c’holektivizadur (distruj a raent o eostoù, o binvioù-labour, lazhiñ a raent o chatal dezhe ) : 2 vilion a dud deportet (200 000 – 300 000 marv), 6 milion a dud marv get an naonegezh.
*Unan arall àr dibunadeg ar soudarded e 1941 ha 1946:
B. Ar renad nazi edan Hitler
[youtube]http://www.youtube.com/watch?v=EPfXnKQOfYM[/youtube]
A. Daou sell disheñvel àr ar bed
stourm ar renkadoù, kevatalouriezh, komunouriezh
broadelouriezh, enepsemitegezh, dizingalderioù ar gouennoù
B. Orin ar gomunouriezh hag an naziegezh
Komunouriezh:En XIXvet kantved, emañ Karl Marx ha Friedrich Engels enep da aozadur ha mont en-dro ar gevredigezh kapitalourel hag a faote dezhe digresk an dizingalderioù.
Displegiñ a reas karl Marx e-barzh Ar Manifesto ar strollad komunour e rank ar broletaerien kemer ar galloud dre an dispac’h. Anvet e voe diktatouriezh ar broletaerien. Rankout a ra ivez torriñ ar berc’henniezh prevez a-benn kaout an ingalded etre ar geodediz.
Naziegezh:pe broadelour-sosialouriezh : ideologiezh ar Strollad broadelour-sosialourel alaman renet get Adolf Hitler, diktatour e Bro Alamagn etre 1933-1945. Kemer a reas an naziekadur e awen er faskouriezh( gour-broadelouriezh , lid ar bersonelezh)hag e vez diazezet war ur ouennelouriezh krenn-ha-krenn diazezet war dreistelezh ar ouenn german (pe « arian »).
Gour-broadelouriezh( kelennadurezh diazezet war bezañs ur gumuniezhiad tud unanet dre o sevenadur, o istor hag o c’hoant da vout asamblez hag a c’houlenn bout anavezet ez-ofisiel dre ur Stad emren) liammet get:
– mezh fall an droukziwezh
– Feur-emglev Versailhez koñsideret èl un diktat
B. Daou bal disheñvel krenn
Dispac’h ar broletaerien etrevroadel (IIIvet Internationale)
An egor buhezva (Lebensraum (ag an alamaneg Raum = egor ha Leben = buhez) pe » espace vital »).
Dreistelezh ar ouenn arian.
C. Penaos o deus kemeret ar galloud?
URSS:
E 1914 e oa get Rusia brud ur stad kreñv. Met, edan tri blez e teuas get ar brezel, pegen gwan e oa ar renad.
23 a viz C’hwevrer 1917: manifestadeg ar vicherourien ha soudarded a c’houlennas nemet bara ha bevañs. klevet e veze ar vicherourien é youc’hal « d’an traoñ ar brezel, d’an traoñ an aotokratiezh ».Roiñ a reas ar tsar Nikolas II e zilez.
Savet e voe ur gouarnamant da c’hortoz a c’houlenne ur Vonreizh demokratel. Savet e voe ivez soviet (kuzul) micherourien ha soudarded Petrograd .
Cheñch a reas pep tra pa zistroas Lenin e miz Ebrel 1918; Emañ e-penn ar strollad bolchevik. Goulenn a reas ar peoc’h raktal; an douar d’ar labourerien-douar, an uzinoù d’ar vicherourien, setu an tezennoù miz Ebrel.
Tenniñ a reas Lenin ha Trostki, pennoù bolchevik, o mad a gwander ar gouarnamant da c’hortoz hag ivez displijadur ar bobl. Savet e voe un emsavadeg d’an noz 24-25 a viz Here(6-7a viz Du): diviz a reas Lenin ar peoc’h ha lodenniñ an douar. Dilennet e voe get ar soviedoù ur gouarnamant boblchevik penn-da-benn.
1922: krouidigezh URSS( Unvaniezh ar Republikoù sosialourel ha soviedel).
21 a viz Genver 1924: mervel a reas Lenin…
Alamagn:
–Enkadenn ekonomikel a zeu a SUA hag a stok Alamagn(1932: 6 milion a dud dilabour>16% ag ar boblañs oberiant).
–Ar c’hwez-moneiz (kresk trumm àr fonn ar moneiz a zegas kresk ar prizioù).
-Ar strollad nazi, NSDAP, Adolf Hitler e-penn abaoe 1921, a dennas splet ag an enkadenn:
Sachiñ a reas an NSDAP elektourien a-du get e brogramm hag e ginnigoù èl :
Republik Weimar tamallet da vout kiriek ag an droukziwezh (taol-kountell er gein) ha n’eo ket gouest da ziskoulmiñ kudennoù an enkadenn ekonomikel.
-roiñ d’an Alamaned “bara ha labour”.
-torriñ ar feur-emglev Versailhez hag a zo ur vezh evit Alamagn.
-Tezenn an “egor buhezva”: ledanaat an tiriad alaman evit diskoulmiñ kudenn an dreistpobladur.
-enepsemitegezh: tenniñ keodedouriezh d’ar Yuzevien.
-enepkapitalouriezh: broadeliñ an embregerezhioù bras.
Miz Gouere 1932: dilennadegoù parlamantel :strollad nazi aet ar maout get 44% ag ar mouezhioù.
30 a viz Genver 1933: Prezidant Hindenburg a anv Hitler èl kañseller
D. Ar renadoù totalitaerel é sevel o fennoù.
1. Skarzhiñ an enebourien
Stalin e- penn ar galloud e 1924.
Skarzhiñ an enebourien:
Ar Spont bras: 1937-1938: 800 000 den kondaonet d’ar marv.
Ar Goulag:
1934-1941:7 milion a dud kaset er c’hampoù labour-ret ha 400 000 marv;
Hitler e-penn ar galloud e 1933 èl kañseller.E miz Eost 1934 , pa varvas Hindenburg , Hitler a zeuas da vout anvet penn-rener ar Stad , REICHFÜHRER.
Skarzhiñ an enebourien:
-Ar Reichstag a voe tantet e Berlin d’an 28 a viz C’hwevrer 1933 aozet get an Nazied, tamallet e voe ar gomunisted da vout kiriek doc’h ar fed-se.
-30 a viz Even 1934:“Noziad ar c‘hontilli hir“: drouklazhet 300 chef, pennoù an S.A get an SSed.
-Aotodafe: levrioù ar yuzevien(ar beoc’hgarourien) difennet get ar renad nazi, skeudenn kemeret e Berlin e 1933.
–Kampoù kreizenniñ digor e miz C’hwevrer 1933 a-benn bac’hiñ enebourien ar Reich: komunourien…
2. Diazeziñ ar rouedad: ar polis politikel
URSS:
Tcheka: 1917-1922
Guepeou: 1922-1934
NKVD: 1934-1946
KGB: 1946-1991
Alamagn:
Gestapo:Polis politikel kuzh, krouet get Göring e 1933 hag adkemmpennet get Himmler e 1936;A-dal 1933 e voe kaset an enebourien, komunisted da gentañ, er c’hampoù kreizenniñ e-lec’h e raent labourioù-ret edan evezh an SS(Schutz-Staffel), kevrenn wareziñ, milis ar strollad nazi., renet get Himmler.
SS:(Schutz-Staffel), kevrenn wareziñ, milis ar strollad nazi, renet get Himmler.
3.Ar gevredigezh edan kontrol ar strollad hag ar Stad.
-Ar re yaouank:
Yaouankiz Hitlerian anvet ivez Komsomols stalinian
Hitlerjugend
-ar sañsur hag ar gontrollerezh er mediaoù: nemet ur gazetenn aotreet:
e servij ar strollad nazi (NSDAP) eo ar radio, ar c’hazetennoù… aozet get JOSEPH GOEBBELS, Ministr ar Propaganda.
Ar Pravda( gwirionez), kazetenn nemetañ en URSS ha Signal, kazetenn propaganda nazi e liv (dreistordinal er blezadoù 1940)
4.Ur mestr nemetken: azeulerezh-den Adolf Hitler
Stalin: « tad bihan ar pobloù » Hitler: lugan « Ein Volk, ein Reich, ein Führer »
Ur Bobl, ur Stad, ur Levier »
5. Gizioù simpl hag adlâret er vuhez pemdeziek
Un dornad savet « Kamalad » salud nazi « Heil Hitler »
6. Dibunadegoù get doare-saludiñ evit diskouez an nerzh, sujidigezh ar strollad.
Ne gont ket ken an den nemetañ met ar strollad a gont kentoc’h.
War ar blasenn Moskow e 1935: dibunadeg bras ar yaouankiz stalinian.
E Nuremberg e veze aozet dibunadegoù get doareoù-saludiñ, luganoù hag evel ardamez, an hevoud( SVASTIKA) ha lifreoù rous pe zu.
7. Propaganda er sinema :
Filmoù propaganda:
Miz Here, 1928 savet get Sergueï Eisenstein a gont darvoudoù an dispac’h miz Here 1917 , savet àr c’houlenn pennoù bras rusian evit brudiñ ha kanmeuliñ dispac’h miz Here 1917.Dalaet e voe ar bannadur peogwir e c’houlennas Stalin groñs ma voe tennet kuit tudenn Trotski.
Diskar Berlin (Padeniye Berlina) savet Mikheïl Tchiaourelli e 1949 a gas àr-raok trec’h Stalin e-pad an Eil Brezel-bed.
A-dal miz meurzh 1933, anvet eo Goebbels e-penn ar vinisterezh nevez anvet ministerezh ae C’helaouiñ hag ar Propaganda. Karget eo da gas an Alamaned da grediñ nemet da gomzoù ar sturier, Hitler. Implij a rae holl vediaoù, dreist-holl ar radio a skigne luganoù èl “Ein Volk, ein Reich,ein Führer”(ur bobl, ur Stad, ur sturier”). Aoziñ a rae dibunadegoù bras ha prezegennoù bras politikel ha sportivel a c’helle kas àr-raok lid ar bersonelezh. Ar re yaouank a voe ar re gentañ tizhet.
Olympia (Doueed ar stad) film e div lodenn savet get Leni Riefenstahl e 1936e-pad ar C’hoarioù Olimpek an hañv.
E.Renadoù totalitaerel dishegar:
skarzhiñ ar re giriek a gudennoù ar renad
bourc’hizien, koulaked, kevalaourien
yuzevien, tud heñvelreizh, tziganed…
>Diazeziñ un ideologiezh gouennelourel hag enepsemitegezh
>Dreistelezh ar ouenn arian
>Lezennoù Nuremberg
« Apocalypse, Hitler : La menace »
Frañs etre 1815-1914
1.Tem 1 An oadvezh industriel:studiiñ ar gêr industriel Le Creusot
2.Tem 2 Emdro politikel Frañs 1815-1914:
a.Studiet e vo la Liberté guidant le peuple a Eugène Delacroix , e daolenn vrudetañ èl un alegorienn a zegas koun d’an dispac’h Pariz e miz Gouere 1830 e-barzh d’Art d’Art
https://www.youtube.com/watch?v=OkCfQapGrGo
hag ivez àr Canal Educatif à la demande :
b. Studiiñ kemmoù ar gêrbenn Pariz get ar prefed Haussmann en XIXvet kantved edan Napoleon III kinniget get an Fred, Jamy ha Sabines e-barzh « c’est pas sorcier ».
c. « Nevez-amzer ar pobloù » e 1848 e Frañs, en Italia…
d. Torridigezh ar sklaverezh en trevadennoù e 1848 get Victor Schoelcher:
e. Ar C’humun Pariz 1871: