Home » A bep seurt (Page 5)

Category Archives: A bep seurt

Guy Amalfitano é redek 5500 km a-benn stourmiñ enep d’ar c’hrign-bev

Aet eo Guy Amalfitano kuit a Pireneoù, d’an 16  a viz meurzh 2013. Redek a ra get ur c’har nemetken, an eil a oa bet troc’het pa ‘oa 18 vlez, paket get krign-bev an eskern.

Tremen a raio ar sportour 52 departamant, 175 tennad-hent, 5500 km get ur c’har nemetken, tro-dro 30 km bemdez, hep devezh vak.

Setu ar  MARATHON ESPER: un 8 bras evit serriñ argant a-benn  an enklask enep d’ar c’hrign-bev.

Redek a ra get sikour div vranell, àrne gwinterelloù ha sielloù a-benn e sikour.

D’ar merc’her 29 a viz Mae e oa e Noal-Pondi evit an 75 tennad-hent, degemeret get ur c’hantvedad a dud laouen d’e zegemer ha roiñ dezhañ donezonioù, 2000 euro bennak.

Foto Ouest-France

Gellet a rit mont àr e lec’hienn evit gouiet muioc’h:

http://guy.amalfitano.over-blog.com/

Korriganed Gwened

Da gentañ e lâran trugarez vras d’ar gorriganed Gwened, da Maelenn, Morgan, Sterenn, Caroline, Ewen, Oona,Aziliz, Tangi, Solen, Claire, Iwan, Joakim,

Nolwenn ha Tangi evit ar gerioù kaer ho peus skrivet e-barzh ar levr, Dre odeoù ar faltazi,profet din.

Piket er galon on bet da lenn ho kerig kaer e-penn kentañ ar levr.

Roiñ a raio din kalon a-benn stourmiñ  hag e lennin anezhañ get plijadur ha joa.

 

Trugarez vras ivez da Vorgan.

Blezad mat deoc’h

Blezad mat!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!!

 

Hetiñ a ran da rac’h ar skolajidi Plijidi ha Gwened

 yec’hed ha joa  evit ar blezad 2013.

Levrigoù DIDAPAGES:Istor an Arzoù,Istor Breizh,Kresk ar boblañs,Breizh hag ar Vretoned

Levrigoù savet get ar poellad Didapages:

-Unan àr Istor hag  Istor an Arzoù  e 5vet klas:

Unan arall àr Istor Breizh etre ar Paleolitik betek ar Vretoned é tonet en Arvorig:

-Unan arall àr gresk ar boblañs er bed:

Unan arall àr diazezoù ur Frañs nevez da vare an Dispac’h, ar bobl e Breizh:


Gourc’hemennoù d’ar skolajidi Plijidi evit an arnodenn ASSR : feur pengenniñ 100%

Chomit fur àr an hent hag afer rac’h an dud eo ar surentez àr an hent:

buy windows 11 pro test ediyorum