Home » I-G 3vet: programm kozh » Penaos prientiñ ar breved?

Penaos prientiñ ar breved?

Setu amañ kuzulioù a-benn prientiñ get efedusted ar breved hag an Aked:

1. Da gentañ e rankit adkemer ar fichennoù palioù ha fichennoù diverriñ roet deoc’h evit pep tem studiet. Ar pal eo adwelet ar pouezusañ studiet er c’hlas , pas pas chom àr ar munudoù( hag a zo kentoc’h ur sevenadur hollek personel).

2;Kemerit un tem bemdez da studiiñ e-pad ar vakañsoù evit adwelet ar c’heriaoueg , dont da benn da sevel 3 linenn get  ar mennozhioù pennañ evit pep poent e-barzh al lodenn 2(evit gouzout sevel un nebeut linennoù àr).Ar pal n’eo ket sevel frazennoù klok met kentoc’h adlakaat ar mennozhioù pennañ , stumm biroù…en ur roiñ ur skouer evit pep hini.

Roiñ a ran deoc’h amañ ur skouer: perak e oa diktatourel ar renad nazi?

> tennet e veze ar frankizoù pennañ: Noziad strink…

>lid ar personelezh( azeulerezh mab-den):nemet ur mestr Hitler

>propaganda: get Goebbels, radio, keleier kontrolet.

>kontrolet e veze ar gevredigezh: polis politikel, ar Yaouankiz Hitlerian

3.Ar gwellañ tra eo sevel ur seurt implij-amzer get ar pal adwelet un tem bemdez.

Oc’hpenn e c’hellit  pleustriñ àr ar spisverkoù en Istor-geo ivez.

Mard ho peus an amzer e c’hellit sevel fichennoù get respontoù ar goulennoù( lakaet e-barzh ar fichennoù palioù) hag adlakaat ho respont dre skrid, met ez eus tu ober-se dre gomz ivez.

Lakaat a ran da-heul en-dro an holl fichennoù palioù ha fichennoù diverriñ:

-ar Brezel Bras : fichenn 14-18 AR GENTEL 14-18

-URSS edan Stalin:palioù evit URSS

-Frañs er blezadoù 30:palioù ar gentel

-Alamagn er blezadoù 30:palioù Alamagn kentel

-An Eil Brezel-bed: palioù

-An darempredoù etrevroadel:

> ar brezel yen,an distenn ha difloskadur ar bloc’had soviedel:palioù diverradenn darempredoù etrevroadel

> an didrevadenniñ:palioù didrevadenniñ

-SUA:palioù perzhioù mat kentañ galloudegezh kentel Aozadur an egor amerikan

4. Arabat disoñjal an arnodenn breved hag aked  e vez diazezet àr dielloù evit ho sikour. N’eo ket un arnodenn a-benn priziiñ nemet ar gouiziegezhioù met ivez ar feson da brederiiñ hag arguzenniñ.

5. Gellet a rit adimplij ar prizidadennoù ho peus bet e-pad ar blez: pep gwech em eus roet deoc’h an difaziadenn. el-se e c’hellit pleustriñ a-benn adsevel ar plañ da skouer a-dal an dielloù , kement-tra evit an digoradur hag ar c’hlozadur.

Kalon deoc’h


2 commentaires

  1. Demat Valeri, just ur ger da lâr deoc’h trugarez evit bout bet kemeret ur bochad amzer (dilun) da zispleg deomp dre ar vunud an holl temmoù hon eus studiet.
    Kouezhet omp war frañs da vare vichy, Japon hag hent al lezenn.
    Kemeret m’eus Japon hag, a-drugarez d’o c’huzulioù em eus graet ur pennad arguzenniñ war ar perzhioù mat hag ar perzhioù fall.
    Ma n’o pije ket lâret din penaos oa ret frammañ anezhañ, n’em bije ket graet èl-se.

    Laran ket em bo un notenn dreist, n’e ouian ket, met sikouret o peus ur bochad ganin.
    trugarez, ken ar c’hentañ, hag dreist-holl : Bevet ar vakañsoù

Leave a comment

buy windows 11 pro test ediyorum