Home » A bep seurt » An barregezhioù e I-G da vout priziet

An barregezhioù e I-G da vout priziet

Fichenn hiniennel ar barregezhioù

B1/ En em lec’hiiñ en amzer : kaout spiskverkoù e istor

Gouzout lec’hiiñ en amzer un darvoud. Deiziñ anezhañ. Deiziñ anezhañ hervez ar c’henarroud, darvoudoù arall.

B2/En em lec’hiiñ er spas : kaout spisverkoù e geografiezh

Kavout er spas zo respont d’ar goulenn « e men ? » ha lec’hiiñ a respont ivez d’ar goulenn « e men ? » met en ur ouzhpennñ « e-keñver piv pe betra ? ».  « Lec’hiiñ » a c’houlenn e vehe implijet ar skeul hag an hed.

B3/ Urzhiiñ e soñjoù, displegiñ an hentennoù dibabet

Sevel goulennoù, en em sevel goulennoù, sevel hipotezennoù, gwiriekaat ha displegiñ e soñjoù.

B4/ En em ditouriñ er bed niverek

Kavout titouroù ha tenniñ anezhe, dielfenniñ anezhe, gwiriekaat orin ha siriusted  an titouroù

B5/ Kompren ha dielfenniñ un diell

Kompren ster hollek un diell , tenniñ titouroù resis, dielfenniñ anezhe hag implij  o gouiziegezhioù hiniennel a-benn kompren anezhañ.

B6/ Tapout teknikoù IG disheñvel:deskriviñ ha displegiñ

Ar pennad : gellet a ra deskriviñ ul lec’h, un darvoud, kontiñ un darvoud hag implij ur c’heriaoueg resis.il

Ar brastres: ret eo d’ar gartenn pe d’ar brastres doujiñ doc’h reolennoù resis , ar STAR, da lâret eo ar skeul, an titl, un alc’hwez hag ar reteriñ . Ret mat ho po da implij arouezennoù (poentoù, linennoù, livioù)

Ar berrdres pe an daolenn : ret eo aoziñ mat an titouroù, urzhiiñ anezhe a-benn bout komprenet gwelloc’h.

Ar c’hemer perzh dre gomz : kemer perzh dre gomz a dalv komz doc’h ar c’hlasad hag implij ur c’heriaoueg resis ha sklaer a-benn bout komprenet.

B7/Kenlabourat ha kenranniñ

Ul labour a-stroll eo, gouzout  selaou doc’h ar re all , doujiñ doc’h komzoù ar re all ha dont a-benn da roiñ e sav-poent. Ret eo ivez sevel ul labour dre skird pe dre gomz. .


Leave a comment

buy windows 11 pro test ediyorum